09/02/2013 : Rassemblements pour une télé publique bretonne bilingue / Manifestadeg evit un tele publik divyezhek evit ar Vretoned !

31/01/2013

E BREZHONEG DINDAN (EN BRETON CI-DESSOUS)

YA-Skinwel-divyezehek-Breizh-2

RDV à 15h devant les locaux de France 3
à Brest, Nantes et Rennes

« Une chaîne humaine pour exiger une vraie chaîne de télé publique bilingue pour la Bretagne… comme en Corse ! »

Le projet de loi sur la décentralisation se met en place peu à peu. D’ici fin février, la direction de France 3, le Conseil Régional de Bretagne et l’État décideront de l’avenir du service public audiovisuel. En Bretagne, des voix s’élèvent pour réclamer une véritable chaîne de télévision publique bilingue, sur le modèle de Via Stella en Corse… Créée en 2006, celle-ci diffuse de nombreux programmes spécifiques à la vie locale et culturelle de l’île de Beauté. Pourquoi une telle chaîne, au service de la Bretagne et de ses habitants, ne pourrait-elle voir le jour chez nous ? Ce qui a été possible pour 300 000 Corses doit l’être pour 4,5 millions de Bretons !
C’est également une occasion majeure en ce qui concerne la langue bretonne, dont la place reste ridicule à l’écran (1h30 d’émission par semaine, et dont la Loire Atlantique est privée depuis 2002… à comparer avec les 168h hebdomadaires de catalan et de basque à la télé, ou même des 36h de gallois, ou des 28h de corse !) C’est aussi une possibilité pour donner sa place au gallo.
Cette nouvelle étape de la décentralisation est une chance à ne pas rater pour nous doter d’un outil moderne, essentiel à l’avenir de la langue bretonne, pour l’information et l’expression de l’ensemble de la société bretonne dans les domaines social, culturel, économique, politique sur les 5 départements bretons. Cette chaîne de télévision publique, largement ouverte à des partenariats avec les télévisions locales, les producteurs bretons mais aussi les autres médias, constituerait une avancée considérable. Elle est aujourd’hui à notre portée. A nous, Bretons, de nous mobiliser en force pour l’obtenir !
Nous voulons que cet événement soit à l’image de l’importante mobilisation de la société civile bretonne pour le droit à nos langues et culture, la décentralisation et la démocratie en Bretagne. Suite à la manifestation Deomp De’i de 12 000 personnes le 31 mars Mars 2012 à Quimper, et celle de 2000 personnes à Morlaix en décembre pour réclamer la réunification et plus de démocratie en Bretagne, cette nouvelle initiative doit amplifier le mouvement, et nous souhaitons y associer tous ceux, citoyens, élus, associations, syndicats, partis politiques qui se sentent concernés et mesurent l’enjeu d’un tel média pour notre langue et pour la Bretagne. Soyons nombreux à relayer cet appel et à participer à cette chaîne humaine à Brest, Nantes et Rennes le 9 février prochain !

Coordination pour une télévision bretonne :
Ai’ta !Kevre Breizh44=BREIZHBretagne Réunie

Contact organisation : ai.ta.breizh@gmail.com
Brest (06 31 18 17 71) – Naoned (06 12 30 67 15) – Roazhon (06 59 31 38 63)

Une-vraie-chaine-tv-bilingue-Bretagne-Brest-Nantes-RennesUr-gwir-chadenn-divyezhek-e-Breizh-Naoned-Roazhon-Brest

Emgav da 3 eur g.k. dirak burevioù Frañs 3
e Brest, Naoned ha Roazhon

« Ur chadennad tud evit goulenn groñs ur gwir chadenn dele bublik divyezhek evit Breizh… evel e Korsika ! »

Emañ ar raktres lezenn diwar-benn an digreizennañ o vezañ savet tamm-ha-tamm. Ac’hann da fin miz C’Hwevrer e tivizo renerezh Frañs 3, Kuzul Rannvro Breizh hag ar Stad peseurt dazont a vo d’ar c’hleweled er servij publik. Bezañ ez eus tud e Breizh o sevel o mouezhioù evit goulenn groñs ur gwir chadenn dele bublik divyezhek, war skwer Via Stella e Korsika. Gant houmañ, bet savet e 2006, e vez skignet abadennoù a-bep seurt hag a denn da vuhez tud bro Gorsika ha d’o sevenadur. Ma ‘z eo bet graet kement-mañ evit 300 000 a Gorsiz, perak ne vefe ket tu d’en ober evit ar 4,5 million a Vretoned, evit brasañ mad hor bro hag an dud a zo o chom enni ?
Evit ar brezhoneg eo un digarez dibar da wellaat plas hor yezh er skinwel, ken dister ma chom an traoù betek-hen (1e30 a abadennoù bep sizhun, ha c’hoazh ne vezont ket skignet e Liger-Atlantel ken abaoe 2002… da lakaat e-kichen ar 168 eurvezh a euskareg hag a gatalaneg skignet bep sizhun, pe c’hoazh ar 36 eurvezh a gembraeg, peotramant an 28 eurvezh a gorseg !) Un tu a vefe ivez da reiñ ur plas d’ar gallaoueg.
Arabat deomp c’hwitout war ar c’hammed nevez-mañ a vo war hent an digreizennañ. Ret eo deomp profitañ deus an degouezh evit gounit ur benveg modern hag a-bouez-ruz evit dazont ar brezhoneg, evit kelaouiñ ha reiñ ar gomz d’ar gevredigezh vreizhek war gement tachenn a zo, sokial, sevenadurel, ekonomikel, politikel war pemp departamant Breizh. Ur pezh pazenn war-raok a vefe graet gant ar chadenn skinwel-se, o kenlabourat gant an teleoù lec’hel, ar broduerien hag ar mediaoù all. Hiziv eo posubl tapet anezhi. Deomp-ni, Bretoned, d’en em vodañ ha da ziskouez hon nerzh evit bezañ trec’h !
Berzh o doa graet manifestadeg Deomp De’i e miz meurzh 2012 e Kemper evit difenn hor yezhoù hag hor sevenadur, gant 12 000 a dud, ha hini Montroulez gant 2 000 a dud e miz Kerzu evit goulenn an adunvaniñ ha muioc’h a zemokratelezh e Breizh. Fellout a ra deomp derc’hel ganti ha kreskiñ al luskad-se, o vodañ ar muiañ posubl a dud er vanifestadeg da zont, an holl sitoained, dilennidi, kevredigezhioù, sindikadoù, strolladoù politik, a gompren pegen pouezus eo ar benveg-mañ evit hor yezh hag evit Breizh… setu hor pal. Bezomp niverus-niverus o skignañ ar galv-mañ hag o kemer perzh er chadennad tud a vo e Brest, Naoned ha Roazhon d’an 9 a viz C’Hwevrer !

Kevredad evit ur skinwel breizhek :
Ai’ta !Kevre Breizh44=BREIZHBreizh Unvan

Darempred an aozadur : ai.ta.breizh@gmail.com
Brest (06 31 18 17 71) – Naoned (06 12 30 67 15) – Roazhon (06 59 31 38 63)