19/01/2012
Ur bladenn nevez zo deuet er-maez n’eus ket keit-se, d’an 20 a viz Genver, hini Daonet evel just, he anv « Donemat ». Rock-keltiek enep-faskour evit ho kourc’hemenn ! Meur a wech o deus paotred Daonet roet skoaz deomp, o kemer perzh en Naoned Calling kentañ da skouer. Startijenn a zo ganto a dra sur ha derc’hel brav a reont gant ar stourm. Ur ganaouenn en enor d’ar « barbouilleurs volontaires » zo bet savet ganto ar wech-mañ, « kreionoù du » he anv, sed-aze da heul ar pozioù anezhi. Kit da welet o lec’hienn ha tapit o fladenn kerkent diouzhtu !
Trugarez dezho ur wech ouzhpenn. Stourmomp !
http://daonet.blogspot.com/2012/01/kreionou-du-extrait-et-texte.html
Ce diaporama nécessite JavaScript.
Nous ne pouvions manquer de vous signaler la sortie le 20 janvier du nouvel album de Daonet, « Donemat » (bienvenue). Cet album de rock-celtique par son titre et sa chanson « no-pasaran » rappelle que quand on lutte pour son peuple et sa culture, on n’oublie pas les autres, au contraire, et on peut aussi lutter contre le fascisme. C’est un groupe plein d’énergie sur scène et qui nous soutient depuis longtemps et nous le prouve encore avec cette chanson « Kreinoù du » (bombes de peinture noire).
Merci à eux. Stourmomp !
http://daonet.blogspot.com/2012/01/kreionou-du-extrait-et-texte.html
Leave a Comment » |
44breizh, Concerts, Non classé | Tagué: "Pays de la Loire", 44, 44=BRETAGNE, 44breizh, Alternatifs, amendement, anti-démocratique, Article 11, Assemblée Nationale, Auxiette, Ayrault, Bretagne, Bretagne à 5 départements, Bretagne Réunie, CG 44, cinq départements, Collectivité unique, collectivités territoriales, Comité pour l'Unité Administrative de la Bretagne, commission mixte région Bretagne/Loire-Atlantique, Conseil Général d'Ille et Vilaine, conseil général de Loire-Atlantique, conseil général du Morbihan, Conseil Général Loire-Atlantique, Conseil Régional de Bretagne, CUAB, Dantec, Débats, découpage, Démocratie, député, députés, de rugy, droit de véto, eelv, EELV 44, Europe Écologie Les Verts, François de Rugy, initiative référendum populaire, Jacques Auxiette, Jean-Marc Ayrault, Jean-Philippe Magnen, Jean-Yves Le Drian, jonathan guillaume, L. 4122-1, l. 72.1, Le Drian, le fur, Le télégramme, loi, Loire-Atlantique en Bretagne, magnen, Nantes, nantes en bretagne, naoned, Naoned e Breizh, organisation, organisations, Ouest-France, pastiche, Philippe Grosvalet, Plaques d'immatriculation, PO, premier ministre, Presse-Océan, PS, référendums d’initiative partagée, réforme territoriale, Réunification, Réunification bretonne, Réunification de la Bretagne, Ronan Dantec, Sarkozy, suspect, Table-Ronde, TéléNantes, unité administrative de la Bretagne, vice-président de la région Pays-de-la-Loire |
Permalien
Publié par 44breizh
26/10/2011
Setu amañ ur pennad deuet ‘maez ‘barzh ar gelaouenn YA ! n°334.
Ken disadorn !

D’ar Sadorn 29 a viz Here 2011 e vo aozet ur fest-noz gant 44=Breizh hag ar gevredigezh Enorzh. Pal ar Fest-Noz eo skoazell an holl re o deus bet kudennoù gant ar justis evit abegoù liammet d’an adunanidigezh : en o zouez e oa bet tapet 6 den yaouank evit livadurioù a-enep da «Broioù-al-Liger».
Da heul ar prosez diwezhañ e oa bet goulennet diganto paeañ kazi 30.000 € a dell-kastiz…
Livadurioù «44=BZH» pe c’hoazh «Naoned e Breizh» a vez implijet ingal evit skeudennaouiñ stourm an adunanidigezh. Ouzhpenn d’ar vanifestadegoù niverus ez eo al livadurioù un doare efedus da lakaat ar gaoz war ar sujed ha da dalañ ouzh propaganda koustus «Broioù al Liger». Miliadoù pe zoken milionoù a euroioù a vez dispignet bep bloaz gant rannvro «PdL» evit ober bruderezh, hag anat eo n’eus ket kalz a zoareoù all da enebiñ outañ… Met ma vez efedus an doareoù-mañ ez int risklus a-wechoù evit stourmerien 44=Breizh, ha dav eo d’an holl bezañ kengred pa erru mare an harzadegoù hag ar prosezoù.
Abaoe krouidigezh ar bodad 44=BREIZH e 2008 ez eus bet 12 stourmer yaouank barnet ha meur a brosez da heul. Hiziv-an-deiz n’eo ket echu an afer evit 6 anezho, rak kazi 30.000 € a vez goulennet diganto evit un nebeut livadurioù hepken ! Dav eo neuze kenderc’hel da stourm ha skoazell anezho gant doareoù liesseurt, en ur aozañ degouezhioù ispisial da skouer.
Startijenn, IMG, Digresk hag Al Loar Zu o skoazell 44=BREIZH hag ar re zo lakaet tamall warno !
Goude «Festival Naoned Calling» ar bloavezhioù tremenet ez eo bet dibabet gant 44=BREIZH cheñch doare un tamm en ur aozañ ur Fest-noz. Met un nozvezh stourm e vo memestra, ha rock’n’roll a-walc’h an doare da welet ar sonerezh hengounel gant ar 4 strollad o deus asantet dont da seniñ.
Gant IMG e vo kinniget ar bladenn nevez «Difennet eo skopañ Gallo !» : ur meskaj plijus gant ska ha reggae, punk-rock ha kanaouennoù hengounel ! Kanet e vez ganto e gallaoueg war temoù a-bep-seurt, a-enep d’an OGK pe evit difenn ar dud dibaper da skouer.
Ar strollad Startijenn — hag a zo brudet-mat dija ! — a zeuio ivez ‘ba Bro-Naoned, goude bezañ bet en Alamagn, en Izel-Vroioù, e Slovakia pe c’hoazh e Malezia ! Teir fladenn a zo bet graet ganto dija hag ur toullad prizioù o deus rastellet a-drugarez d’o zammoù hengounel adkempennet gant luskoù nerzhus.
Meskajoù rock-elektro ha dañsoù hengounel deus Breizh-Izel ha Breizh-Uhel a vo kinniget deomp gant Digresk, ur strollad savet bloaz ‘zo hepken hag a ra berzh dija. Ar bladenn gentañ «Alkemi» a vo kinniget ganto e Enorzh, goude bezañ bet kinniget e Yaouank e Roazhon hag er Gouel Etre-Keltiek en Oriant !
Ur strollad deus Bro-Naoned a c’helloc’h gwelet war al leurenn ivez : Al Loar Zu. Krouet eo bet ar strollad 8 vloaz ‘zo hag abaoe e meskont sonioù hengounel ha mekanikoù… Mard oc’h plijet gant ar vreudeur Morvan ha Metallica e vioc’h plijet ivez gant Al Loar Zu !
D’ar Sadorn 29 a viz Here adalek 8 eur noz, e Sal an Dudioù e Enorzh (25 km e hanternoz Naoned).
Mont e-barzh : 7 €. Standoù kevredigezhel, boued hag evajoù war al lec’h.
Titouroù ouzhpenn : www.44breizh.com pe http://enorzh.over-blog.com/
Leave a Comment » |
44breizh, 44bzh, Breizh, Concerts, Gwaskadur/Répression | Tagué: "Pays de la Loire", 44breizh, 44bzh, al loar zu, Alkemi, Barbouilleurs volontaires, brezhoneg, Broioù-al-Liger, Défense de cracher gallo, digresk, Enorzh, fest noz, I.M.G., img, kazetenn, kelaouenn, kengred, livadurioù, Nort-sur-Erdre, prosez, startijenn, tags, YA |
Permalien
Publié par 44breizh
21/06/2011
44=BREIZH organisera le 29 octobre 2011 à partir de 19h30, en compagnie de l’association « Enorzh », un fest noz de soutien aux barbouilleurs volontaires poursuivis par la région Pays de la Loire. Ce fest-noz aura lieu à Nort/Erdre (à 25 km au nord de Nantes) à la salle des loisirs. Danses, stands, galettes, buvette, venez passer un bon moment et soutenir la réunification de la Bretagne !

Leave a Comment » |
Concerts | Tagué: 29/10/11, 44=BERTAIGNE, 44=BRETAGNE, 44breizh, 44bzh, al loar zu, Barbouilleurs volontaires, digresk, Enorzh, fest noz, gurvan molac, img, Loire-Atlantique, Nantes, Nort-sur-Erdre, Samedi 29 octobre 2011, startijenn, Tamm Kreiz, Tamm-Kreiz.com |
Permalien
Publié par 44breizh