[VIDEO] Manifestation à Morlaix : 1500 personnes pour la démocratie et la réunification en Bretagne !

17/12/2012

Retrouvez ici le communiqué et les photos du collectif 44=BREIZH :
https://44breizh.com/2012/12/15/1500-personnes-a-morlaix-pour-la-democratie-et-la-reunification-en-bretagne/

Publicités

1500 personnes à Morlaix pour la démocratie et la réunification en Bretagne !

15/12/2012

44_Breizh_Manif_Morlaix_Montroulez_1

Les manifestants se sont faufilés entre les gouttes froides du mois de décembre morlaisien, mais ils étaient bien là, et en nombre pour exiger « Démocratie et réunification » alors qu’un acte 3 de la décentralisation est annoncé dans les prochains mois. La ministre de la décentralisation, Marylise Lebranchu, ne pourra  rester sourde aux revendications d’une société civile en attente sur ce dossier et qui s’est fait entendre aujourd’hui dans les rues de la circonscription dont elle est élue.

44_Breizh_Manif_Morlaix_Montroulez_2

Plusieurs partis politiques étaient présents dont Breizhistance-IS, EELV, NPA, Parti Breton et UDB. Certains élus aussi étaient présents, dont la vice-présidente du conseil régional, Lena Louarn, le maire de Carhaix Christian Troadec, le député Paul Molac, et plusieurs conseillers régionaux EELV et UDB.

44_Breizh_Manif_Morlaix_Montroulez_3
Le collectif 44=Breizh, organisateur de la manifestation, remercie toutes les personnes ayant participé à la réussite de cette journée et notamment les morlaisiens. Cette première manifestation dans le Finistère en faveur de la Réunification a été un succès, et a fait émerger des mots d’ordre clairs pour plus de démocratie en Bretagne, comme celle d’un « parlement breton de Morlaix à Clisson ». Nous attendons maintenant que dans le cadre de ce projet de loi, les parlementaires et les élus présents aujourd’hui agissent en faveur de nos revendications.

44_Breizh_Manif_Morlaix_Montroulez_5

44_Breizh_Manif_Morlaix_Montroulez_4


Atersadenn YA diwar-benn manifestadeg ar 15/12 e Montroulez

14/12/2012

Pennad_YA_Manif-Montroulez_44BZH


[YA !] Tabut diwar-benn adunvanidigezh Breizh : Afer an holl vretoned

17/01/2012

Erratum : n’eo ket « Senad » eo ret lenn er pennad, met « Bodadenn Vroadel Gall ».


44=BZH : Ur fest-noz skoazell e Enorzh !

26/10/2011

Setu amañ ur pennad deuet ‘maez ‘barzh ar gelaouenn YA ! n°334.
Ken disadorn !


D’ar Sadorn 29 a viz Here 2011 e vo aozet ur fest-noz gant 44=Breizh hag ar gevredigezh Enorzh. Pal ar Fest-Noz eo skoazell an holl re o deus bet kudennoù gant ar justis evit abegoù liammet d’an adunanidigezh : en o zouez e oa bet tapet 6 den yaouank evit livadurioù a-enep da «Broioù-al-Liger».
Da heul ar prosez diwezhañ e oa bet goulennet diganto paeañ kazi 30.000 € a dell-kastiz…

Livadurioù «44=BZH» pe c’hoazh «Naoned e Breizh» a vez implijet ingal evit skeudennaouiñ stourm an adunanidigezh. Ouzhpenn d’ar vanifestadegoù niverus ez eo al livadurioù un doare efedus da lakaat ar gaoz war ar sujed ha da dalañ ouzh propaganda koustus «Broioù al Liger». Miliadoù pe zoken milionoù a euroioù a vez dispignet bep bloaz gant rannvro «PdL» evit ober bruderezh, hag anat eo n’eus ket kalz a zoareoù all da enebiñ outañ… Met ma vez efedus an doareoù-mañ ez int risklus a-wechoù  evit stourmerien 44=Breizh, ha dav eo d’an holl bezañ kengred pa erru mare an harzadegoù hag ar prosezoù.
Abaoe krouidigezh ar bodad 44=BREIZH e 2008 ez eus bet 12 stourmer yaouank barnet ha meur a brosez da heul. Hiziv-an-deiz n’eo ket echu an afer evit 6 anezho, rak kazi 30.000 € a vez goulennet diganto evit un nebeut livadurioù hepken ! Dav eo neuze kenderc’hel da stourm ha skoazell anezho gant doareoù liesseurt, en ur aozañ degouezhioù ispisial da skouer.

Startijenn, IMG, Digresk hag Al  Loar Zu o skoazell 44=BREIZH hag ar re zo lakaet tamall warno !

Goude «Festival Naoned Calling» ar bloavezhioù tremenet ez eo bet dibabet gant 44=BREIZH cheñch doare un tamm en ur aozañ ur Fest-noz. Met un nozvezh stourm e vo memestra, ha rock’n’roll a-walc’h an doare da welet ar sonerezh hengounel gant ar 4 strollad o deus asantet dont da seniñ.
Gant IMG e vo kinniget ar bladenn nevez «Difennet eo skopañ Gallo !» : ur meskaj plijus gant ska ha reggae, punk-rock ha kanaouennoù hengounel ! Kanet e vez ganto e gallaoueg war temoù a-bep-seurt, a-enep d’an OGK pe evit difenn ar dud dibaper da skouer.
Ar strollad Startijenn — hag a zo brudet-mat dija ! — a zeuio ivez ‘ba Bro-Naoned, goude bezañ bet en Alamagn, en Izel-Vroioù, e Slovakia pe c’hoazh e Malezia ! Teir fladenn a zo bet graet ganto dija hag ur toullad prizioù o deus rastellet a-drugarez d’o zammoù hengounel adkempennet gant luskoù nerzhus.
Meskajoù rock-elektro ha dañsoù hengounel deus Breizh-Izel ha Breizh-Uhel a vo kinniget deomp gant Digresk, ur strollad savet bloaz ‘zo hepken hag a ra berzh dija. Ar bladenn gentañ «Alkemi» a vo kinniget ganto e Enorzh, goude bezañ bet kinniget e Yaouank e Roazhon hag er Gouel Etre-Keltiek en Oriant !
Ur strollad deus Bro-Naoned a c’helloc’h gwelet war al leurenn ivez : Al Loar Zu. Krouet eo bet ar strollad 8 vloaz ‘zo hag abaoe e meskont sonioù hengounel ha mekanikoù… Mard oc’h plijet gant ar vreudeur Morvan ha Metallica e vioc’h plijet ivez gant Al Loar Zu !

D’ar Sadorn 29 a viz Here adalek 8 eur noz, e Sal an Dudioù e Enorzh (25 km e hanternoz Naoned).
Mont e-barzh : 7 €. Standoù kevredigezhel, boued hag evajoù war al lec’h.
Titouroù ouzhpenn : www.44breizh.com pe http://enorzh.over-blog.com/